Roblox

Roblox zo ur savenn sevel c'hoarioù video doare MMO (Massively multiplayer online game). An implijerien a c'hell sevel c'hoarioù gant doareoù lies, hag ivez c'hoari gant ar c'hoarioù savet gant an implijerien all. Kavet e vez c'hoarioù redadeg, FPS (First-person shooter), hag all. E miz Eost 2019, Roblox a oa implijet gant 100 milion a dud bep miz. Graet eo ar savenn evit tud yaouank, krennarded ha bugale. Krouet eo bet gant David Baszucki e 2003 hag embannet e 2004 gant ar stumm Beta. E 2006 e voe embannet ar stumm reoliek.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Nelliwinne